Ur yezh digenvez a zo anezhi ur yezh naturel hep liammoù gant yezh ebet all. Da lâret eo ne c'hell ket bezañ renket en ur familh-yezhoù bennaket.
A-wechoù e teu ur yezh da vezañ digenvez goude ma'z eo aet da get an holl yezhoù all eus ur familh-yezhoù bennaket. Ar pirahaneg (pe yezh pirahã) komzet e Brazil, da skouer, eo ar yezh nemeti a van c'hoazh eus an holl yezhoù a veze renket gwechall e-touez ar yezhoù murek.
A-wechoù ivez n'eus ket titour a-walc'h diwar-benn ur yezh bennaket a-benn gallout he renkañ e-touez yezhoù all en ur familh-yezhoù resis. Gant seurt yezhoù e sav alies damkanoù hag a glask diskouez e rankfent bezañ renket er familh-mañ 'r-familh ha neuze e c'hellfer lâret ez eo yezhoù damdigenvez anezhe rak ne vezer ket sur penn-da-benn hag-eñ ez eus ul liamm familh etre ar yezhoù-se ha yezhoù all pe get.